en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 22 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 22 a viz Mae 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Ur rann eus "Cancer colère" zo bet krouet 'bar C'hap!

« Ouzhpenn ur c'hleñved eo ar c'hrinn-bev, un epidemiezh eo ». Setu ar pezh a embann ar strollad Cancer Colère, bet krouet warlene gant Fleur Breteau. Deuet eo hi da vezañ brudet da vare vot al lezenn Duplomb 1, er breujoù. Mouezh an daou vilion a dud o doa sinet ur sinadeg a-enep d'al lezenn-se eo deuet da vezañ. Tarzhet e oa gant fulor war ar gannaded, fulor klañvidi ar c'hrinn-bev. Rak ar produoù kimiek a zo penn-abeg d'an hanter eus ar c'hrinnoù-bev e Frañs. Kavet e vezont e pep lec'h : en dour, en douar, en aer, er boued...Pep tra a zo saotret. Met muioc'h mui a dud a grog e-barzh ar stourm a-enep d'ar pestisidoù. Ur strollad lec'hel eus Cancer Colère a zo bet krouet er C'hab en diskar-amzer. Muioc'h a ditouroù gant Gaidig Rouz, a zo ezel eus ar strollad abaoe nebeud a amzer. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Dek devezh hep c’hoari gant ur skramm!

... pe ‘vefe gant an telefon hezoug, an urhziateraezh ha kement zo. Sed aze un difi zo broudet gant kêr Landeda ‘ba hanter noz Bro-Leon ‘vel ‘ba ur bouchad kumunioù all ‘ba Republik Bro-C’hall. Dimerc’her ‘oa komanset gant an difi zo kaset gant kêr Landeda asambles gant an ALSH, ar greizenn dudi ma vanka deoc’h. An holl a c’hall kemer perzh ‘ban difi se sur deoc’h, un difi hag a zo ur mod da stummañ ar re yaouank war an danjerioù zo d’ober gant ar skrammoù beket re hag an efedoù ‘deu war wel pa vez graet re ganto. Hiroc’h gant Bastian zo eil rener ALSH Landeda hag Erwan ur paotrig 9 bloaz. Emaint gant Erwan Blanchard.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Ur statud ofisiel evit ar yezhoù bro 'ban deskadurezh Stad?

  • 710 milion a euroioù evit skoazell ar stalioù a ra kalz gant o otoioù.

  • N'eo ket disoc'h gant an takadoù ZFE!

  • Cheñchet eo korpus an dud a c'hall votiñ 'ban dilennadegoù proviñs 'ba Kanaki.

  • D'an 13 a viz Even 'vo digoret en dro al linenn dren etre Brest ha Kemper.

  • Gant Art Rock 'vo tan 'ba Sant-Brieg!

  • RC Gwened- US Oyonnax da geñver hanter-dro diwezhañ kampionad rugbi Pro D2 'benn an 28 a viz Mae.


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio